Mont d’an endalc’had

Parlamant Bro-Skos

Eus Wikipedia
Parlamant Bro-Skos
Pàrlamaid na h-Alba
Scots Pairlament
Ar Parlamant e Dùn Èideann

Diazez12 a viz Mae 1999
DoareUnkambrek
Daelvezh nevez (14 a viz Mae 2026)
UnpennCharles III (08/09/2022)
PrezidantKenneth Gibson (14/05/2026)
BesprezidantezedClare Adamson (14/05/2026)
Katy Clark (14/05/2026)
PennmaodiernJohn Swinney (08/05/2024)
BespennmaodiernezJenny Gilruth (20/05/2026)
Dilennidi

StrolladoùKadorioù
Gouarnamant
 SNP58
Enebiezh
 Labour17
 Reform Scotland17
 Scottish Greens15
 Conservative & Unionists12
 Liberal Democrats10
___
129
 Prezidant ar Parlamant1

Internetwww.parliament.scot/

Kambr ar Parlamant

Parlamant Bro-Skos (Scottish Parliament e saozneg; Pàrlamaid na h-Alba e gouezeleg; Scots Pairlament e skoteg) eo kambr lezenniñ Bro-Skos. Emañ e karter Taigh an Ròid, e kêr Dinedin. Abalamour d’an dra-se e reer Holyrood anezhañ alies dre gomz.

N’eus nemet ur gambr ennañ, gant 129 c’hannad. Dilennet e vezont bep pevar bloaz, e daou zoare: 56 anezho zo dilennet dre ur votadeg kenfeurel en 8 rannvro, ha 73 zo dilennet en un doare eeun e 73 pastell-vro hervez an doare ober boas er Rouantelezh-Unanet ('"first past the post"', da lavaret eo an hini a dap ar muiañ a vouezhioù en dro gentañ a zo dilennet).

Gallout a ra ar gannaded-se sevel lezennoù evit Bro-Skos ha sevel pe kemm tailhoù.

Seiz dilennadeg zo bet abaoe m'eo savet Parlamant Skos: e 1999, 2003, 2007, 2011, 2016, 2021 ha 2026.

D'ar 7 a viz Mae 2026 e voe trec'h broadelourien ar Strollad Broadel Skosat en dilennadeg evit ar Parlamant, o tapout 58 sez diwar 129[1].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.