Oc'hlokratelezh
Neuz
Oc'hlokratiezh
| Iskevrennad eus | sistem politikel, kudenn kevredigezhel |
|---|---|
| Rann eus | crowd psychology terminology |
| Arvez | Politikerezh |
An oc'hlokratiezh (diwar ar ger henc'hresianek ὀχλοκρατία okhlokratía, "engroez" dre al latin ochlocratia, heñvelster) zo ur renad politikel ma c'hall an engroez (okhlos) lakaat e c'hoant da dalvezout. Ne dalv ket oc'hlokratiezh kement ha demokratelezh rak n'eo ket gouarnamant ar bobl, met hini an engroez, gwelet en e ster fallañ, ur bern tud aes da ren ha da heñchañ dre e c'hoantoù.
James Mackintosh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1791 e skrive ar prederour skosat James Mackintosh (1765-1832) en e levr Vindiciae Gallicae e ranked sellout ouzh « aotrouniezh ur boblañs trouzus evel ouzh un oc'hlokratiezh kentoc'h eget ouzh un demokratelezh, evel mac'homerezh an engroez, ha n'eo ket gouarnamant ar bobl »[1]