Marv Adolf Hitler
| Arvez | Adolf Hitler |
|---|---|
| Bro | Reich alaman |
| Lec'h | Führerbunker |
| Daveennoù douaroniel | 52°30′45″N 13°22′52″E |
| Deiziad | 30 Ebrel 1945 |

D'an 30 a viz Ebrel 1945, Adolf Hitler a oa en em lazhet gant un tenn pistolenn er Führerbunker pa oa anat e vije kollet emgann Berlin gant Alamagn. An disoc'h a oa bet kodianidigezh Alamagn d'ar Gevredidi ha fin an Eil Brezel-bed en Europa. E wreg Eva Braun, hag a oa dimezet gantañ an devezh a-raok, a oa en em lazhet ivez dre lonkañ kianidenn. Goude kreisteiz — hervez gourc'hemennoù Hitler dre skrid ha dre gomz — korfoù ar c'houblad a voe degaset dre ar Führerbunker betek jardin Kañsellerezh ar Reich ha devet. E varv a oa bet kemennet er radio alaman d'ar 1añ a viz Mae. Hitler a oa bet Führer Alamagn abaoe 1933 hag hini ar strollad nazi abaoe 1921.
An testoù o devoa gwelet korf Hitler dres goude e emlazh o devoa disklêriet anat e oa marvet goude an tenn pistolenn, war a seblant en ividig. Skoazeller kamp personel Hitler Otto Günsche en doa disklêriet e oa ur c'hwezh alamandez poazh gant korf Braun — ur sin anat eus implij an ampoezon kianidenn — met ne oa ket eus ar c'hwezh-s gant korf Hitler, ha c'hwezh ar poultr a oa gantañ. Tammoù eus ar reizhiad dent a oa bet kavet e jardin ar c'hañsellerezh ha kavet da vezañ reoù Hitler e Mae 1945 hag an tammoù nemeto int eus korf Hitler da vezañ bet adkavet betek-henn.
An Unvaniezh Soviedel he doa kontrollet kemennadenn marv Hitler ha meur a zezrevell a oa bet embannet gant dislavarioù etrezo. An istorourien o deus nac'het talvoudegezh wirion an dezrevelloù-se ha klasket gwelet ar pezh a oa gwir hervez ar pezh a ouier, met ul lodenn int eus ur c'hampagn brizh-kelaouiñ renet gant Jozef Stalin evit touellañ an dud. Hervez dielloù Soviediz e voe adpaket ganto korfoù devet Hitler ha Braun, ar pezh a zo enep d'an testoù hag a embann e oa tost ludu nemetken eus ar c'horfoù ur wech devet. E miz Even 1945, Soviediz a oa kroget da embann div zanevell : Hitler a oa marvet gant kianidenn, pe e oa manet bev ha tec'het d'an estrenvro. Republik Kevreadel Alamagn he doa embannet un danevell varv evit Hitler e 1956 goude enklaskoù ha furchadennoù hir ha lies. Daoust da se, teoriennoù an irienn war marv Hitler a gendalc'h hiziv-an-deiz.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad pennañ : Oberiadur brezel Operation Bagration

E penn kentañ ar bloavezh 1945 e oa anat e oa an Alamagn nazi o koll ar brezel. Polonia a oa bet aloubet gant al Lu Ruz a gendalc'he da vont war-raok, hag a oa o prientiñ treuzidigezh an Oder etre Küstrin ha Frankfurt-an-der-Oder evit aloubiñ Berlin hag a oa 82 gilometr er c'hornôg. An nerzhioù lu alaman o devoa kollet e-tal ar Gevredidi e-kerzh argadenn an Ardennes, hag ar Saozon ha Kanadianed a oa bet o treuziñ ar Roen ha kroget da aloubiñ takad greantel alaman ar Ruhr. An nerhzioù stadunanat er su o devoa aloubet al Loren hag a oa o vountañ war-zu Mainz, Mannheim, hag ar Roen. An nerzhioù lu alaman en Italia a oa o kilañ en norzh, dre ma veze bountet warno gant soudarded stadunanat ha re Kenglad ar Broadoù evel lodenn eus argadenn an hañv evit treuziñ ar stêr Po ha tizhout an Alpoù.