Mont d’an endalc’had

Klozenn amzer

Eus Wikipedia

Ur glozenn amzer zo ur guzhiadell madoù pe ditouroù a dalvez peurliesañ da venveg da gehentiñ a-ratozh gant tud all en amzer da zont, ha da sikour arkeologourien, antropologourien, pe istorourien an amzer-hont[1]. Abaoe milvedoù e reer evel-se da viret traoù sakr, met ar c'hiz da brientiñ ha da viret un dastumad traezoù eus ar vuhez pemdez ha kemennadennoù evit tud an amzer da zont a seblant bezañ kalz nevesoc'h. A-wezhioù e vez savet ha douaret an hevelep klozennoù amzer e-doug da-geñver gouelioù, da skouer da vare al lidoù ma lakaer maen kentañ ur savadur pe da goulz darvoudoù all.

Kentañ roudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Sant Stanislaus e Wschowa. Gwelet a reer ar voul ma oa klozet ar glozenn amzer e nec'h an tour

Rendael zo da c'houzout pegoulz e voe graet gant klozennoù amzer da zigentañ, met eeun a-walc'h eo ar mennozh, ha kalz koshoc'h e c'hallfe bezañ soñj ha kentañ implij ar c'hlozennoù amzer evit ar pezh a zo testeniekaet[2]. Savet eo bet an anv "klozenn amzer" n'eus ket keit-se. Time capsule e saozneg a zo en implij abaoe 1938[3].

E 2023 e voe kavet ur glozenn amzer eus 1726 e Polonia gant micherourien a oa oc'h adneveziñ iliz Sant Stanislaus e Wschowa[4]. Tennet e oa ar glozenn amzer, anezhi pevar fakad eus 1726, 1786, 1884 ha 1914, eus ar sferenn a oa e nec'h tour an iliz-parrez. Er glozenn e voe kavet pakadoù skoulmet gant sifel, enne 300 pezh moneiz kozh eus an XVIIIvet hag eus an XIXvet kantvedoù, medalennoù, kazetennoù hag dielloù a-leizh a denn da istor kêr. En ur parch e latin e oa danevellet un tan-gwall spontus en doa pulluc'het kêr ha distrujet an iliz gwezhall. Pa vo kadarnaet deiziad ar glozenn gant ar skiantourien e c'hallfe bezañ ar glozenn amzer goshañ anavezet er bed.

War-dro 1761 e oa bet lakaet un nebeud traezoù e-barzh ur wiblenn kouevr kleuz e stumm ur c'harveg, a oa bet savet e 1742, e lein Faneuil Hall e Boston[5]. Kavet e oa bet ur glozenn amzer eus 1777 e diabarzh un delwenn relijius e Sotillo de la Ribera[6]. D'an 30 a viz Du 2017 e voe kavet ur glozenn amzer all e Burgos. Un delwenn brenn eus Jezuz Nazaret a oa kuzhet enni un destenn gant titour diwar-benn an ekonomiezh, ar politikerezh hag ar sevenadur, bet skrivet gant Joaquín Mínguez, ur chapalan eus iliz-veur Burgo de Osma e 1777. Ur glozenn eus 1795 zo lakaet war gont Samuel Adams ha Paul Revere, a voe tennet e 2014 e-pad ul lajad eus maen-diazez kapitol Massachusetts e Boston[7]. Digoret e oa bet ur wezh kentañ e 1855, ha lakaet e oa bet un nebeud traoù ouzhpenn enni a-raok he lakaaat en he flas en-dro[7]. Digoret e voe adarre gant lid e miz Genver 2015 e mirdi an arzoù-kaer Boston. Lakaet e voe an endalc'h war ziskouez e-pad berr amzer, ha lakaet en-dro neuze en e lec’h orin[7][8]. Ar glozenn goshañ e Stadoù-Unanet Amerika eo.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Traezoù a bep seurt prientet evit klozenn amzer Westinghouse, savet da-geñver foar etrebroadel New York 1964–1965, hag a zle bezañ digoret a-benn 5 000 bloaz ac'hann.

Savet e voe klozenn amzer foar etrebroadel 1939 e New York gant Westinghouse Electric evel ul lodenn eus o diskouezadeg. 2,30 metr hed ha 17 kantimetr treuz e oa, 360 kg a bouez enni. Westinghouse a embanne e oa ken kreñv ha dir dous ar c'hendeuzad kouevr, krom, hag arc'hant a anver cupaloy, a yae d'he ober. Lakaet e oa bet enni traezoù eus ar vuhez pemdez evel ur ganellad neud hag ur boupinell, ur film keleier 15 munut gant Pathé, hadoù da c'hounit boued diazez, ur mikroskop. Mikrofilmoù a oa enne endalc'h ur c'hatalog Sears Roebuck, ur geriadur, un almanak, ha testennoù all evel oberennoù lennegel.

E 2019 e voe bannet peder c'hlozenn amzer en egor. An div blakenn Pioneer hag an div bladenn aour Voyager zo bet lakaet e-barzh egorlistri evit ar veajerien a c'hallfe en em gavout gante en egor en amzer da zont. Ur pempvet klozenn amzer, al loarell KEO, a oa da vezañ kaset e 2015–16. Daleet eo bet ar raktres meur a wezh avat hag an deiziad ma vo bannet n'eo ket anavezet c'hoazh. Pa vo kaset e tougo kemenadennoù hiniennel a-berzh annezidi eus an Douar evit annezidi an Douar e-tro ar bloaz 52000, pa zistroio war ar blanedenn.

  1. ↑ (en) M. Guzman, A.M. Hein, C. Welch, Eternal Memory: Long-Duration Storage Concepts for Space, 66vet Kendalc'h etrebroadel an astraerezh, Jeruzalem, Israel, miz Here 2015.
  2. ↑ (en) ""Rustic Stone" article Monday, October 1st, 2012: All about Time Capsules and Plaque Markers" (16/08/2013).
  3. ↑ (en) time capsule. Merriam-Webster, Incorporated.
  4. ↑ (en) World's oldest time capsule found hidden in church spire.
  5. ↑ (en) A Lion, A Grasshopper And Other Boston Time Capsules. WBUR (09/10/2014).
  6. ↑ (es) Hallan una "cápsula del tiempo" oculta en una talla del siglo XVIII (27/11/2017).
  7. 1 2 3 (en) Inside the Box. Museum of Fine Arts, Boston (23/02/2015).
  8. ↑ (en) Conlon, Kevin (11/12/2014). Paul Revere's 1795 time capsule unearthed.