Mont d’an endalc’had

Eil milved

Eus Wikipedia

../.. • Iañ milved • Eil milved • IIIe milved • ../..

XIvet kantved • XIIvet kantved • XIIIvet kantved • XIVvet kantved • XVvet kantved

XVIvet kantved • XVIIvet kantved • XVIIIvet kantved • XIXvet kantved • XXvet kantved

Roll ar milvedoù • Roll ar C'hantvedoù

Kregiñ a ra an eil milved d'ar 1añ Genver 1001 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 2000.

Iliz-veur Milano savet etre 1386 ha 1932.

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em stewiñ a ra Danvez Breizh en Europa e-pad ar Grennamzer (mojenn ar Roue Arzhur, Tristan hag Izold...), o tegas temoù nevez evel ar marc'hegiezh, ar garantez kourtes, an hudouriezh, etc, ha doareoù all da skrivañ evel ar romant, pe er varzhoniezh. Addizoloet eo mojennerezh Henc'hres ha Roma gant Europa adalek an Azginivelezh, o tont da vezañ un eienenn awen vras.

En em ziorren a ra fonnus an arzoù en eil milved, en holl dachennoù : al livadur, ar savouriezh, ar gizelladur, al lennegezh, ar sonerezh, etc.

En em strewiñ a ra ar relijionoù bras : ar gristeniezh, an islam, an hindouegezh, ar voudaegezh. E 1054 eo dispartiet ar gatoligiezh hag an ortodoksiezh gant Skism Kornôg-Reter. Krouet eo ar brotestantiezh er XVIvet kantved.