Arme Dieubidigezh Pobl Sina
| Rann eus | Strollad Komunour Sina, Republik Pobl Sina, military of China |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1 Eost 1927 |
| Lealded | Strollad Komunour Sina, Republik Pobl Sina |
| Perzhiad e | Vostok 2018 |
| Diazezer | Strollad Komunour Sina |
| Den e penn an aozadur | Chairman of the Central Military Commission of the People's Republic of China, Chairman of the Central Military Commission of the Chinese Communist Party |
| Testenn ar ger-stur | 为人民服务 |
| Bro | Republik Pobl Sina |
| Daveennoù douaroniel | 39°56′55″N 116°7′59″E |
| Aozadur mamm | Zhōngyāng Jūnshì Wěiyuánhuì |
| Perc'henn war | Q24831692 |
| Sez sokial | Beijing |
| Erlec'hiañ a ra | Eighth Route Army, New Fourth Army, Northeastern People's Liberation Army, Ili National Army |
| Lec'hienn ofisiel | http://eng.chinamil.com.cn/, http://www.81.cn/, http://www.81.cn/?big=fan |
| Banniel (deskrivadur) | flag of the People's Liberation Army |
| Istor | history of the People's Liberation Army |
| Renet gant | Xi Jinping |

Arme Dieubidigezh Pobl Sina (sinaeg : 中国人民解放军, pinyin : Zhōngguó Rénmín Jiěfàng Jūn), anvet Arme Ruz Sina da gentañ, eo nerzh lu milourel Republik Sina hag ar strollad komunour sinaat.
Pemp skourr zo enni : an tirlu, ar morlu, an aerlu, ar banner roketennoù hag an nerzh harp strategiel.
An unvezioù ledet dre ar vro a zo suj da unan eus ar pemp tachenn strategel. Arme Dieubidigezh Pobl Sina eo an nerzh milourel brasañ dre ar bed a-fet niver a soudarded (2 535 000 soudard e 2020[1]) hag an eil a-fet ar budjed.
Unan eus an armeoù o vodernaat ar buanañ eo er bed, gant galluster da zont da vezañ un nerzh milourel bras, gant nerzhioù difenn lec'hel kreñv ha nerzhioù kas. Sina eo an trede ezporzhier armoù er bed.
Kefridioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penn ar C'huzul kreiz milourel, Hu Jintao en doa displeget e 2004 penaennoù Arme Dieubidigezh Pobl Sina[2] :
- kreñvaat nerzh galloud ar Strollad Komunour ;
- gwareziñ riegezh Sina, anterinded an tiriad, ar surentez diabarzh evit kenderc'hel diorroadur ar vro ;
- difenn interestoù broadel Sina ;
- difenn ar peoc'h dre ar bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil brezel etre Sina ha Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Arme Dieubidigezh Pobl Sina d'ar 1añ a viz Eost 1927 e-kerzh Emsavadeg Nanchan, pa oa bet soudarded eus ar C'huomintang (KMT) o emsevel a-dreñv Zhu De, He Long, Ye Jianying ha Zhou Enlai goude lazhadeg komunourien gant Tchang Kai-chek. Graet e oa bet anezho "Arme Ruz al labourerien ha peizanted sinaat", pe simploc'h an "Arme Ruz". Etre 1934 ha 1935, an Arme Ruz a oa deuet a-benn da zreistbevañ en desped da veur a zaol brezel lies kaset gant Tchang Kai-chek a-enep dezhi.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Chine - Personnel militaire – Perspective Monde, Skol-veur Sherbrooke, Québec. Kavet : 01/09/2026.
- ↑ (en) The PLA's Navy's "New Historic Missions", p. 6. Kavet : 01/09/2026.