Mont d’an endalc’had

.458 Lott

Eus Wikipedia
.458 Lott


Ur gartouchenn .375 H&H Magnum (e-kreiz), hag ar c'hartouchennoù .458 Winchester Magnum (a-gleiz) ha .458 Winchester Magnum deveret anezhi.
Doare
Doare douilhez kreuzenn, gouriz, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Krouer Jack Lott
Bloavezh krouidigezh 1971
Muzulioù
Ø bannadell 11,6 mm
Ø kolier 12,2 mm
Ø korf an douilhez 13 mm
Ø strad 13,5 mm
Tevder ar strad 1,3 mm
Hirder an douilhez 71,1 mm
Hirder ar gartouchenn 91,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 19-32 g (300-500 greunenn)
Tizh ar boled V0 700 - 820 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 4 310 bar
Energiezh ar vannadell 4 855 - 5 996 J
Emors LRM
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar .458 Lott zo ur gartouchenn evit an armoù-skoaz ijinet e 1971 diwar an .375 H&H Magnum gant ar Stadunanad Jack Lott. Hemañ a oa darbet dezhañ bezañ lazhet gant ur bual en Afrika abalamour, emezañ, da c'halloud-toullañ re izel ur munision .458 Winchester Magnum en doa tennet. Hiraat a reas e zouilhez eus 7,62 mm evit uhelaat an dalc'had poultr a c'halled lakaat e-barzh[1] ; evel-se e voe krouet ar .458 Lott. Ur munision wildcat e chomas e-pad pell. Hornady e voe an embregerezh bras kentañ o produiñ anezhi adalek 2002[2].

Implijet e vez ar .458 Lott evit chaseal bronneged bras Afrika, ar re gant ur groc'hen tev dreist-holl. Armoù-tan bras evel ar CZ 550 zo kinniget er c'halibr-se. An embregerezhioù Cartouches Sologne, Norma ha Hornady a brodu ar munision, pe an douilhezioù evit kargañ anezhañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 194
  2. ↑ (en) Mark A. Keefe, The .458 Lott: A Dedicated Cartridge for Dangerous Game, American Rifleman, 25/09/2020 (lennet d'ar 16/09/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan